Maro eo ma mestrez

作词:Traditional

作曲:Traditional

所属专辑:Héritage Des Celtes

歌词

@migu music@

Maro eo ma mestrez - Dan ar Braz

Me am eus ur feuntenn

E-barzh kornig ma jardin

Ennan e vin kavet

Deus an noz hag an mintin

Ennan e vin kavet

Atristet gant ar glac'har

Sonjal e ma mestrez

A zo aet d'an douar

Maro eo ma mestrez

Maro eo holl ma fians

Maro ma flijadur

Ha tout ma holl esperans

Biken 'mije sonjet

Nag ar maro a deuje

Da lemmel diganin

Ma dous ma c'harantez

Deus poaniou ar bed man

Fusulhiou ha konteliou

Hastet mar plije ganeoc'h

Disoc'het din ma buhez

Hastet mar plije ganeoc'h

Disoc'het din ma buhez

'Vid maz in d'ar bed all

Warlec'h ma c'harantez

C'hoarvez a ra ganin

Evel gant ur vatimant

Da navigi war ar mor

Graet gantan e beaj

Erruet e porzh ar joa

Ma doucha d'ar gern

E tello perisa

展开